Staj brezhoneg e bro Naoned

Communiqué de presse publié le 10/12/12 15:17 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/28/28454/28454_1.jpg

Staj brezhoneg kentañ ar boavezh a vo kinniget d'ar 15 a viz Kerzu e Sant-Ervlan, kreizenn Yezhoù ha Sevenadur (13 straed ar Breolimer). Ar staj-se a zo graet evit ar re o deus c'hoant mont un tammig buanoc'h gant deskiñ ar yezh, pe adwelout poentoù yezh o deus disoñjet.

Ar staj a bado un devezh, met posupl eo dont evit an hanter-devezh nemetken. An holl deskarded a vo degemeret : deus an deraouidi betek ar re barrek. Digor eo ivez d'an dud n'int ket deskarded gant Kentelioù an Noz, evel-just.

Ar staj brezhoneg e Sant-Ervlan a zo ur mare evit labourat, met ivez evit c'hoarziñ ha kejañ gant brezhonegerien all! Bep bloaz e vez plijus-tre an aergelc'h, ha debret e vez asambles da greisteiz.

Roll an devezh

9e30 : degemer gant ur banne kafe

10e – kreisteiz : kentel gentañ

Pred asambles gant ur banne kafe. Degasit ho poued.

1e30 – 3e : eil kentel

3e30 – 5e : trede kentel betek 5e

Digor eo an enskrivadurioù ha chom a ra plas en holl liveoù (1 betek 4). Kit e darempred gant ar gevredigezh evit kaout titouroù pe lakaat hoc'h anv.

Mat da c'houzout : Ar staj kentañ a vo e Pornizh d'an 9 ha 10 a viz C'hwevrer. Posupl eo profañ ar staj-se evit an Nedeleg : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?