Staj brezhoneg dre soubidigezh : 2 zevezh e Pornizh d'ar 14 ha 15 a viz Meurzh gant Kentelioù an

Agenda publié le 27/02/15 12:23 dans Langues de Bretagne par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/36/36596/36596_1.jpg
Kentelioù brezhoneg gant Melaine

Fellout a ra deoc'h mont war-raok gant ar brezhoneg, tremen un dibenn-sizhun war an aod, bevañ un dibenn-sizhun dre soubidigezh, kejañ gant brezhonegerien a bep seurt ? Evidoc'h eo an dibenn-sizhun-mañ ! Hag evit ho pugale ivez !

D'ar Sadorn 14 ha d'ar Sul 15 a viz Meurzh e vo aozet staj 2 zevezh Kentelioù an Noz e Pornizh. En ul lerc'h dispar, tal ar mor, ho po tro da dremen un dibenn-sizhun leun a souezhenn !

Setu ar staj evit deskiñ muioc'h, heuliañ kentelioù (3 c'hentel bemdez savet gant ur programm pedagogel evit pep live brezhoneg), kemer perzh en oberoù, met ivez gweladenniñ Pornizh, hag, evel just, bevañ e brezhoneg !

D'ar Sadorn noz e vo kinniget abadennoù war al lec'h. Kas a reomp d'ho soñj e vo ivez d'an devezh-se e kêr Bornizh fest-noz Sant-Patrig aozet gant kelc'h keltiek Pornizh (6¤ evit izili Kentelioù an Noz).

Digor d'an holl eo ar staj : deraouidi, deskidi ha brezhonegerien ampart. Eus pep korn eus Breizh hag eus pelloc'h e teu an dud. Tu zo aozañ kenweturaj.

Un nebeud titouroù ouzhpenn : degemer adalek 10e d'ar Sadorn 14 a viz Meurzh, fin ar staj d'ar Sul e fin an abardevezh ; bod (kambroù eus 3 da 6 den) ha boued war al lec'h (larit deomp en a-raok m'ho peus reolioù-boued) ; gallout a rit lakaat hoc'h anv evit un devezh ; degemer ha obererezhioù evit ar vugale.

Prizioù evit an dud deuet :

An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lerc'h) : 90¤ priz leun, 70¤ priz bihanaet

Un devezh (gant ar pred) : 40¤ priz leun, 35¤ priz bihanaet

Ret eo emezelañ d'ar gevredigezh (15¤).

Prizioù evit ar vugale :

An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lerc'h) : 40¤.

Un devezh (gant ar pred) : 10¤.

Kit e darempred ganeomp evit lakaat hoc'h anv, pe sellit ouzh breton-nantes.org.

Kenavo !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?