Fellout a ra deoc'h gwellaat ho live brezhoneg en un droare plijus, prim, hag efedus ? Grit ur staj ganeomp !
Kentelioù an Noz a ginnig ur staj brezhoneg un devezh d'ar Sadorn 14 a viz Du. Emgav er greizhenn Yezhoù ha Sevenadur, 13 straed ar Breolimer e Sant Ervlan.
Ar staj-se a zo graet evit ar re o deus c'hoant mont un tammig buanoc'h gant deskiñ ar yezh, pe adwelout poentoù yezh o deus disoñjet. Un digarez eo evit deskiñ, tremen ur mare plijus ha kejañ gant brezhonegerien all.Ar staj a bado un devezh, met posupl eo dont evit an hanter-devezh nemetken. Digor eo ivez d'an dud n'int ket deskarded gant Kentelioù an Noz, evel-just. Dre live e vo graet ar c'hentelioù.
Roll an devezh :
- 9e30 : degemer gant ur banne kafe
- 10e – 12e : kentel gentañ
- Pred asambles evit ar re a fell dezho, gant ur banne kafe. Degasit ho poued.
- 1e30 – 3e : eil kentel
- 3e30 – 5e : trede kentel betek 5e.
Priz : 18¤ an devezh, 10¤ an hanter-devezh. Enskrivadur ret.
Muioc'h a ditouroù : breton-nantes.org ; kenteliouannoz@gmail.com ; Niv. pellgomzer : 02 40 20 39 74
■