Staj brezhoneg d'ar 7 a viz Ebrel e bro-Naoned

Communiqué de presse publié le 30/03/12 10:41 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/25/25345/25345_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25345/25345_2.jpg

Kalz a dud o doa kemeret perzh er staj kentañ e miz Kerzu tremenet. Deuit d'an eil devezh, an hini diwezhañ er bloavezh-skol!

D'ar 7 a viz Ebrel, e Yezhoù ha Sevenadur, e vo an devezh staj, 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan.

Digor d'an holl adalek al live 1. Ar c'hentelioù a vo graet dre live (1, 2, 3 ha 4).

Gallout a rit lakaat hoc'h anv evit an devezh a-bezh (16 €) pe un hanter-devezh (8 €). An dud n'int ket ezel eus ar gevredigezh o deus ar skodenn da baeañ (10 €).

Roll an devezh

9e30 : degemer gant ur banne kafe

10e – kreisteiz : kentel gentañ

Pred asambles gant ur banne kafe. Degasit ho poued.

1e30 – 3e : eil kentel

3e30 – 5e : trede kentel

Deuit 'ta da dremen an devezh ganeomp e brezhoneg, evit gwellaat ho live, evit kejañ gant tud a gomz brezhoneg pe evit plijadur klevout ar yezh!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?