Staj brezhoneg ar Poulgwenn

Communiqué de presse publié le 14/12/11 11:07 dans langues bretonnes par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/24/24217/24217_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24217/24217_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24217/24217_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24217/24217_4.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24217/24217_5.jpg

An enskrivadurioù evit staj ar Poulgwenn a zo digor adalek bremañ! Gant Kentelioù an Noz e vez aozet ar staj-mañ.

Staj bloaziek ar Poulgwenn a vo d'an 11 ha 12 a viz C'hwrevrer. Evel bep bloaz e vo digemeret strollad laouen ar vrezhonegerien e kreizenn ar Gorriganed. Tost ouzh an Aod Gouez emañ ar greizenn, e-kreiz ur park bras.

E-kerzh an dibenn-sizhun e vo kinniget kentelioù brezhoneg dre live, obererezhioù e brezhoneg, an nozvezh, ar predoù hag ar c'houzket. An holl evit 60€ an dibenn-sizhun (50€ priz bihanaet) pe 30€ an devezh (25€ priz bihanaet). An dud n'int ket ezel eus Kentelioù an Noz a vo ret dezho ouzhpennañ ar skodenn d'ar gevredigezh (10€).

Nevez ar bloaz-mañ: gallout a rit profañ - pe bezañ profet - staj ar Poulgwenn evit an Nedeleg. Kas a raimp un tiked deoc'h a-benn lakaat anezhañ dindan gwezenn an Nedeleg.

Kit e darempred gant Kentelioù an Noz evit an enskrivadurioù, an tikedoù-Nedeleg pe evit gouzout muioc'h.

Ar fichenn enskrivadur a gavit amañ dindan.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?