Speed booking e yezh ar vro

Communiqué de presse publié le 28/10/08 10:06 dans Langues de Bretagne par Olier Ar Mogn pour Olier Ar Mogn
https://abp.bzh/thumbs/12/12718/12718_1.jpg

Pol Brezhoneg Skol An Emsav a ginnig deoc'h :

D'ar 6 a viz Du : Speed-booking e brezhoneg gant Katell Chantreau e tavarn « La Cour des miracles. » Deuit d'an devezh-se da ginnig e 10 mn e brezhoneg ul levr en deus plijet deoc'h !

E-pad mizvezh « Yaouank » d'ar yaou 6 a viz Du da 8 e noz e vo tu deoc'h dont betek an davarn anvet « La Cour des miracles » e Roazhon (18 straed Penc'hoed metro Santez Anna) a-benn kinnig e brezhoneg al levrioù a blij deoc'h.

Pep hini en do 10 mn evit displegañ d'ur c'henseurt abalamour da betra eo bet plijet gant oberenn-mañ-oberenn. Goude 10 vunut e rank pep hini mont da ginnig e levr muiañ karet d'un den all. Tu zo deoc'h dont gant levrioù skrivet e n'eus forzh peseurt yezh ken ma vefed kat da arguzenniñ e brezhoneg ! Katell chantreau a vuhezo an abadenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?