Sonerien Mibien Kerne o seniñ Barzaz Kervarker

Chronique publié le 10/07/22 18:24 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55435/55435_1.png
Abadennoù a vo a-hed an hañv e Breizh
Abadenn Trio Kervarec ba Kemperle (436 vues)

Leun chouk iliz Kroaz Santel, gant un heklev a lakae ar son da bourmen e pep lec'h mogerioù uhel iliz doare Jeruzalem : souezhet an dud gant live ar sonerien ha doare da ginnig oberenn ar barzh

Per Vari Kervareg a zo brudet e bed ar sonerien a live uhel. 'Giz en doa lavaret e fin an abadenn : «c'hoant em boa bout beleg evit lakaat an dud da sevel an iliz. Neuze, savit». Ha tout an dud en o sav da ganañ ar «Bro Gozh» e fin an abadenn.

Soner bombard, gant ur soner biniou ha sakso a feson, hag ur soner harmonium : un trio gant ur sapre labour graet asambles, tud yaouank barrek, an dra sur. Un aergelc'h ispisial, dek ton tennet eus ar Barzaz Breizh, ar re vrudetañ : bosenn Elliant, Markiz Pontkalleg, Silvestrig, ... Per Vari a gan ivez, met marteze e vefe gwelloc'h dezhañ chom o kinnig an testennoù hag o seniñ. Diouzh ar c'hiz e vez bremañ evit ur soner kanañ. Met tout an dud n'int ket Jean Baron pe Elouan le Sauce... Hag aze, marmouzañ Denez Prigent hep mouezh, hep dislipañ giz faot ar yezh... N'eo ket bet ken bourrus ha ma vefe bet ur c'haner boaz, evel Andrea ar Gouilh, Janlug er Mouel, ha kement zo tout.

Laouen-tre e oa an holl dud, loc'h enno da vout Breizhidi. Brav ar sonerezh, brav al lec'h, met bravoc'h a c'hellfe bout c'hoazh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?