Skrivit un haiku bemdez !

Communiqué de presse publié le 1/03/16 23:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/39/39709/39709_1.jpg
haiwrimo brezhoneg 2016

Haimizskriv, pe Haiwrimo e saozneg : mizvezh skrivañ haiku eo miz Meurzh, ur ger nevez roet deoc'h bemdez war ar bajenn fbk «fea», ha setu tout !

Evit ar c'hentañ a viz Meurzh, ar ger oa «geotenn», ha setu ar pezh a zo bet kaset :

E-touez ar geot

loenedigoù a bep seurt

saout o taskiriat.

Kirill Giraudon

Ur palenn war ar geot

Buoc'hig-doue

O redek war ma c'hroc'hen.

Gwenvred Latimier-Kervella

Geotenn ar werc'hez

levr kozh Jakez Riou

poultrenn hag awen.

Milena Krebs

Tamm ha tamm e teu

ar geot lentik ha tener

en nevez amzer.

Regine Guillamot

Evit mont war eeun war ar bajenn : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?