E salons al levrioù e vo diskouezet gant an embannadurioù Keit Vimp Bev dek levr nevez a vo lennet ar bloaz-mañ gant ar skolajidi, al liseidi hag ar skolidi a gemero perzh da Briz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale. Goude bezañ bet lennet 18 skrid, embannet e oa bet goude un hir a labour, an 10 a oa bet dibabet gant ar juri kentañ.
Ha bremañ dija emañ ar gevredigezh fea o klask skridoù nevez, evit ar re vihan hag evit ar re vras. Aozet e vo e miz Meurzh un ti-annez evit ar re o deus c'hoant eskemm, mont war raok gant ur raktres, lakaat re all da lenn ar pezh a vez skrivet ganto.
Gwir eo, Yann pe Janig skrivagner(ez) n'o deus ket kalz arc'hant hag ur priz ne ra ket droug ... O c'houzout e vez lakaet bremañ ar skrivagnerien da sikour ar vugale da skrivañ hag a vo paeet evit hen ober, gant sikour ar gevredigezh fea !
Neuze, ur mennozhig, un istor evit ar re vihan ? Ar grennarded ? Daneveloù ? Romant polis ? Skiant faltazi ? Krogit en ho pluenn !
afea@laposte.net
■