Bloavezh ar bak e lise Jean Macé : setu Ilan o skrivañ un danevell deuet da vout ur romant, asambles gant ul lisead all. Un eostad fonnus a zo bet e Lann er stêr ar bloaz-mañ gant klasad Myriam Guillevic : embannet e vo daou levr evit Priz ar Yaouankiz, «Teñzorioù» evit ar re 6vet/5vet skrivet gant Ilan Kervoas-Le Nabat ha Sulian Le Bozec-Chiffoteau, ha «Rederien Mor» gant A.Luron, A. Le Fée, B.Guillotin hag ar gelennerez, Myriam.
Awenet e oa bet o labour gant ar mor, tem dibabet a-stroll gant ar c'hlasad. Goude ul labour war an urzhiataer a-hed ar bloaz, hag ul labour hiniennel er gêr, setu ar skridoù kaset da juri Priz ar Yaouankiz. Degemer mat neuze d'ar pemp skrivagner.ez nevez.
Ha gourc'hemennoù da Ilan, evit bout kaset ar bak asambles gant ar romant. Gant ma vo kement a blijadur gant ar re yaouank a lenno anezho !
Evit gourc'hemenn anezho : (voir le site)
■