Skrivadeg e brezhoneg e Kemper e miz Meurzh

Communiqué de presse publié le 24/02/09 7:12 dans Langues de Bretagne par David Ansquer pour David Ansquer

Ar bloaz-mañ, hag evit ar c'hwec'hvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'ar 7 a viz Meurzh, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Rannoù a vo, deus ar CE betek an oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hello kemer perzh en eil tro a vo dalc'het e Roazhon, d'ar 16 a viz Mae.

Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Folenn enskrivañ da gas en dro, a-raok ar 5 a viz Meurzh, e Ti ar Vro Kemper (3, Plasenn Familh Gabai e Kemper)02 98 90 70 43 pe david.tiarvro@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?