Skrivadeg e brezhoneg e Douarnenez d'ar 6 a viz Meurzh

Communiqué de presse publié le 25/02/10 4:23 dans Langues de Bretagne par David Ansquer pour David Ansquer
https://abp.bzh/thumbs/17/17523/17523_1.jpg

Ar bloaz-mañ, hag evit ar seizhvet gwech, Ti ar Vro Kemper, Emglev Bro Douarnenez hag an Emglevioù Bro a aoz lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg.

Al lodenn gentañ, evit Su Penn ar Bed, a vo aozet d'ar 6 a viz Meurzh 2010, da 2e goude-merenn, e Sal ar Gouelioù e Douarnenez, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Rannoù a vo, deus ar CE betek an oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hello kemer perzh en eil tro a vo dalc'het e Brest, d'an 22 a viz Mae 2010. Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Folenn enskrivañ da gas en dro, a-raok an 3 a viz Meurzh 2010, e :

Ti ar Vro Kemper. 3, Plasenn Familh Gabai.
29000 Kemper.
02-98-90-70-43 –
david.tiarvro@orange.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?