Skolvan, yaouankiz ur strollad kozh

Conference de presse publié le 12/08/10 11:58 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19430/19430_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19430/19430_2.jpg
k85q37easto3oz8k.mp4

Deuet e oa Youenn Bihan ha Regis Huiban da zisplegañ o sonerezh d'ar gazetennerien. An daou-se a zo ampart evit lakaat an dud da zañsal, met gouest int da zisplegañ buhez ar sonerien e Breizh e-pad an 30 vloaz paseet ivez. Gwagennoù a zo bet e bed ar sonerezh : 1970, leun chouk ar festoù noz, sioul e 1980, bloavezhioù 1990 nerzhusoc'h, 2000 etre. Hag ar bloavezhioù 2010 ? Gwelloc'h eo. An daou gomper a zo laouen da vezañ sonerien a-vicher, ne baouezont ket da veajiñ evit diskouez startijenn sonerezh Breizh : Belgia, Clermont-Ferrand, Broioù Izel, Bro Alamagn, Paris ...

Regis a zo deuet nevez 'zo er strollad. Soner akordeoñs ampart, ne zisoñj ket ar pezh en deus desket abaoe ugent vloaz, o seniñ gant Tan B'an Ti pe e-unan war al leurenn : ne c'hellont ket ar festoù noz bras hag ar sonerezh e Breizh bevañ hep ar festivalioù, ar c'honkourioù, hep miliadoù a dud a youl-vat o seniñ a zehoù hag a gleiz. Un “amateur” ? Bet eo bet ivez, ha kompren a ra e vefe kement-se a dud e Breizh o seniñ gant ur vicher all, zoken ma n'eo ket aes a-wechoù (kalz marc'hadmatoc'h int evit an aozerien).

Eizh pladenn a zo bet enrollet gant Skolvan (6 gant Keltia Musique). Krouet e 1984 gant Jil ar BIgot, hag ar soner brudet Youenn Bihan, deuet eo Bernard an Dreo e 1998 (saxo soprano) ha Regis Huiban e penn kentañ 2009. Ar bladenn nevez, “C'Hoari Pevar” a zo deuet er maez d'ar 15 a viz Ebrel 2010. Liv sonerezh ar reter (“La Brousse”), muzet gant “Nilizien”, jazz gant “Lammig”. Sonerien all a zo bet ivez e Skolvan : Yann-Fanch Perroches, Patrice Kere, Fanch Landreau, Loig Troel, Dominiqg Molard. 'Giz 'vez lâret ganto : “Skolvan, unañ deus ar strolladoù a gont e Breizh, diamantoù evit un nozvezh aour”...

Evit nozvezh Porzh An Oriant, a-benn disadorn, e vint niverusoc'h gant Skolvan Big Band ! Swing a vo marc'had !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?