Skol-Veur Pobl Breizh : «Iwerzhoniz New york"

Agenda publié le 29/07/14 15:58 dans Cultures par ivonig le merdy pour ivonig le merdy
https://abp.bzh/thumbs/34/34759/34759_1.jpg

Hilary Beirne, Savour Kevredigezh Bragadenn Vras Gouel Padrig New-York, sekretour-meur Bargadenn Gouel Padrig New-York.

Dr Art Hughes, Doktor-kelennour titlet e Skol-Veur Iwerzhonat Ulster, Doktor-kelennour e Skol-Veur New York, kinnigour ha kasour an abadenn «Art abus Tomai san Eoraip» àr BBC Iwerzhon an Hanternoz.

Niall O'Leary, Savour an «Niall O'Leary School of Irish Danse NYC» (Skol Dañsoù Iwerzhonat New York Niall O'Leary), bet kampion ar bed dañsoù Iwerzhon, bet prezidant «Irish Business Organization of New York, Inc.»

Charles Kergaravat, Savour ha renour Breizh Amerika, kensavour BZH New York.

Istor an hengounioù stag doc'h Bragadenn Vras Gouel Padrig er Stadoù-Unanet, en o mesk Bragadenn New-York, ganet e 1762. Perzh Iwerzhoniz Amerika e mont àr-raok ha diorren o lazioù armerzhel er Stadoù-Unanet, hag àr-un-dro e dalc'h o hengounioù sevenadurel.

Penaos emañ bet kendeuzadur dañsoù ha sonerezh Iwerzhoniz Amerika get re Afrikiz Amerika, hag an eskemmoù etreze, orin krouidigezhioù kempred èl ar bluegrass, ar blues, ar c'hountry, Broadway, hag all...

Istor an Iwerzhoneg er Stadoù-Unanet adal pennoù-kentañ an divroerezh betek hiriv.

Merc'her 6 a viz Eost, 2 e 30, 21 Kae an Indez, Sal Ducassou, 56100 An Oriant


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?