Skignet d'ar seizh avel: un dastumad pennadoù gant Langleiz

Présentation de livre publié le 7/10/13 13:09 dans Langues de Bretagne par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/31/31607/31607_1.jpg
Skignet d'ar seizh avel

Anavezet-mat eo Langleiz evel romantour, barzh, liver hag engraver. Dizoloet e vo amañ un arvez all eus e bersonelezh : kronikour e oa ivez, gouest da skrivañ war ar prim diwar-benn danvezioù a bep seurt, bepred en ur brezhoneg flour, liv ar gwenedeg warnañ, ha leun a fent d'an aliesañ. Un druez eo n'en dije ket skrivet muioc'h, sammet ma oa gant e oberenn livet hag e labour kelenner war an Arzoù-Kaer.

Ar pennadoù dastumet el levr-mañ – an holl re bet skrivet gant Langleiz – a roio d'al lennerien un alberz eus ar vuhez pemdeziek hag eus ar stourm evit hor yezh e-pad an eil Brezel-Bed. Lod anezho a lakaio al lenner, ouzhpenn, da brederiañ war stad an traoù en hon amzer-ni.

342 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;

18 ¤

ISBN : 978-2-85863-169-5

Skignet gant CoopBreizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?