Brav ar brezegenn, hag e brezhoneg penn da benn !
Prientet mat o doa ar sindikadoù ar pezh o doa da lavarout e Louaneg dec'h : skoazell implijidi Louaneg da gentañ hag ivez sevel goulennoù a-bouezh evit hini ingalded pobloù bro C'hall. Penaos e c'hell, da skouer, bezañ rediet d'ar Vretoned gortoz pemp bloavezh a-raok ma vefe posubl kaout ur skolaer kemeret e karg gant ar stad pa vez an Ikastola o c'hortoz ur bloavezh nemetken ? Perak e vo ret goulenn an aluzenn, adarre hag adarre ?
■