Sevel a ra klemm Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep stourmerien evit ar brezhoneg !

Communiqué de presse publié le 1/10/15 7:57 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif

E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit sevel a-enep politikerezh ar skol-veur war ar brezhoneg. Disammet ʻoa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek en Oriant. (evit gouiet hirocʼh, sellet ouzh al liamm : (voir le site)

Pal e oa goulenn groñs pas hepken ar gwir da vout met ivez aotregezhioù e brezhoneg er skol-veur ar Mor-Bihan hag ur stummadur evit an deskadurezh divyezhek. Hiziv an deiz e vez stummet an danvez gelennerien er skolioù-meur met nʼeus netra evit ar gelennerien divyezhek er Mor-Bihan !

Adgoulennet hon eus dre an oberenn-mañ un emvod get Prezidant Skol-veur Kreistez Breizh, Ao. Jean Peeters, a respont ...en ur sevel klemm a-enep stourmerien evit ar brezhoneg !

Dre mʼemañ o tostaat an dilennadegoù rannvro ha sinadur ar cʼhenemglev war yezhoù Breizh etre ar stad hag ar rannvro, prizet e vo politikerezh Skol-Veur Kreistez Breizh a-enep treuzkas ar yezh gant ar vretoned !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?