Sant Erwan, gant Klerg

Présentation de livre publié le 10/12/08 3:17 dans Langues de Bretagne par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/13/13268/13268_1.jpg

Diwar ar skridoù niverus a denn da brosez santeladur Sant Erwan en deus fellet d'an Ao. Klerg adkavout, dindan o gwiskadoù latin, ar stummoù brezhonek a oa d'an anvioù tud ha lec'hioù meneget gant an testoù.

Drezo ivez, hag en tu-hont dezho, mont tostoc'h un tamm ouzh buhez an dud en amzer-hont. An hini kentañ eo bet Klerg o pegiñ el labour-se, ha barregezh a oa gantañ evit hen ober : gouiziek war al latin hag ivez war ar c'hembraeg, pezh na oa ket didalvoud a-wechoù evit kompren gerioù brezhonek 'zo.

Brudet eo evel skrivagner hag eus e vro en deus un anaoudegezh maget gant ar garantez. Ur prof kaer da eñvor Sant Erwan da geñver al lidoù evit e varv seizh kant vloaz 'zo.

16 € + 3 € a vizoù-kas 14,8 x 21 cm - 192 p - ISBN 978-2-86863-151-7

Mouladurioù Hor Yezh 14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet 22300 Lannuon / Lannion


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?