Dre sinañ ar garta Ya d'ar Brezhoneg eo deuet kumun Sant-Ervlan (44) da vezañ ar 100vet kumun o tegemer karta Ofis ar brezhoneg.
Un toullad brav a dud a oa en em gavet e ti-kêr Sant-Ervlan eta d'ar Gwener 15 a viz Mae 2009 evit kemer perzh e lid sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an ao. Charles Gautier, senedour-maer Sant-Ervlan, an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, an ao. Michel François, kuzulier-kêr, tud e karg skolioù divyezhek Naoned ha Sant-Ervlan hag ar frammoù kelenn d'an oadourien ha tud kar ar brezhoneg.
En e brezegenn e oa bet displeget sklaer gant an ao. Charles Gautier pegen pouezus e oa arouez ar brezhoneg evit an holl e Sant-Ervlan. An dibab oberoù ivez a ziskouez pegen digor eo spered tud ar C'Huzul-kêr o deus bet c'hoant da reiñ an tu da annezidi Sant-Ervlan da dostaat ouzh ar brezhoneg en o buhez pemdeziek.
Dibabet ez eus bet gant ar c'huzul-kêr kas da benn dindan 3 bloaz 7 ober evel : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, kemer perzh e brudadeg ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien, sevel un enklask e-touez tud bugale ar gumun gant ar soñj digeriñ un hentenn divyezhek, kreskiñ lodenn al levrioù brezhonek el levraoueg-kêr, kinnig abadennoù dudi e brezhoneg...
Sinadur ar garta gant Sant Ervlan, un dra naturel eme Charles Gautier, a oa gortozet gant ar vrezhonegerien niverus zo o chom e Meurgêr Naoned, ha dreist-holl er gumun-mañ m'eo staliet kentañ skolaj Diwan al Liger-Atlantel abaoe miz Gwengolo 2008, koulz hag ar Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. Kalz kentelioù brezhoneg evit an oadourien a vez heuliet e Sant-Ervlan ivez.
Sant-Ervlan eo an eil kumun el Liger-Atlantel o sinañ ar garta Ya d'ar Brezhoneg. Ur milion a Vretoned a vev en ur gumun bet sinet Ya d'ar Brezhoneg ganti hiviziken.
■