Saloñs levrioù Karaez : Ar skrid en arvar

Communiqué de presse publié le 18/10/10 9:39 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/20/20237/20237_1.jpg
Charlie Grall ha Martial Menard ouzh stur ar saloñs abaoe ar bloavezh kentañ.
https://abp.bzh/thumbs/20/20237/20237_2.jpg
Pare Cholory Band

Gant an diskar-amzer hag ar vakañsoù en em gavo ar Vretoned en unan eus ar brasañ emgavioù sevenadurel a vez e Breizh, Saloñs al levrioù Karaez d'ar Sadorn 30 ha Sul 31 a viz Here.

Evit an 21vet festival eo bet lakaet Angèle Jacq da brezidantez. “Ur vaouez a benn, ur vaouez a stourm eo-hi” a zispleg Charlie Grall, teñzorer ar gouel, evit reiñ da gompren penaos o deus graet o dibab. “Un test eo eus buhez al levrioù e Breizh, ganeomp abaoe an deroù” a ouzhpenn Yann Pelliet, kenurzhier an darvoud abaoe seizh vloaz. Ganti ha gant tud arbennik evel Jean-Michel Djian, kelenner e Skol-Veur Pariz VIII, hag evel Christian Ryo, rener Livre et Lecture en Bretagne, e vo kaset kendivizoù en-dro evit gouzout hag-eñ e vefe ar skrid en arvar ha penaos ober evit derc'hel penn. Kendivizoù all a vo c'hoazh war lec'h ar brezhoneg war Internet, pe war stad an embann e Breizh. “Gant Jean-Michel Djian, kerkent hag ar Sadorn, e vo lakaet ar preder war dazont al levrioù, ur preder e-pad daou zeiz e gwirionez, ha gwelet e vo petra a ziwano” a gendalc'h Yann Pelliet.

Lañset mat

Gant an troc'had hent diwezhañ emañ an aozerien, kroget ma 'z int da soñjal war ar mod da rannañ ar 425 metrad a daolioù-diskouez. Gortoz a reer 80 embanner, 300 skrivagner hag un 10 000 gweladenner bennak. Met sifroù eus ar seurt-se ne reont ket aon d'ar 80 den a-youl-vat a vez oc'h ober war-dro an holl servijoù, pe e vefe en degemer, en davarn pe er gegin e Kerampuilh.

Abaoe pevar bloaz e vez degemeret ar weladennerien en un doare dispar, e vez graet war-dro ar vugale gant ar gevredigezh Fea, e vez kenlabouret gant Frañs 3 hag ar radioioù brezhonek, gant treserien evel Nono... Boazet mat eo pep hini ouzh e labour, o lakaat evel-se ar gouel da vravaat. “E servij an embannerien emaomp, evit ober plijadur d'al lennerien” a gloz Charlie Grall. Pa vez gwelet penaos e kresk niver ar re-mañ, goustadik, bep bloaz, e c'heller krediñ e teu an aozerien a-benn eus o zaol.

Cholori a vo

Brudet e oa bet “Ar Furlukinos” gant o zroiadoù er skolioù. 36 gwech o doa c'hoariet o fezh bet gwelet gant 2 500 bugel. Daou vloaz goude setu ur skipailh nevez, “Cholory Band”.

Daouzek int en holl, an holl anezho liseidi e klas termen el lise Diwan. Abaoe bloaz emaint o prientiñ o fezh gant skoazell Pascal Cariou, komedian a-vicher. Tro o doa bet da c'hoari e miz Even dirak skolidi divyezhek Karaez dija. Da geñver Saloñs al Levrioù e c'hoariint ur wech all dirak ar vugale, d'ar Sadorn 30 da 3 eur. Goude-se e loc'hint evit ur sizhunvezh, e miz Kerzu evit o zroiad kentañ war-zu Bro-Leon ha Bro-Dreger. Ur sizhunvezh all a zo bet lakaet war an deiziataer, just a-raok vakañsoù Pask, evit mont war-zu Naoned, Gwened ha Kemper...

Savet eo bet an abadenn evit ar vugale divyezhek. Prest eo ar strollad da dremen er skolioù a c'houlenno degemer anezho. Dont da welet an abadenn da Garaez a vo un digarez a-feson da gaozeal ganto, da welet ha posupl eo dezho tremen e skol pe skol, da welet penaos aozañ an eskemmoù etre skolidi ha liseidi.

Evit gouzout hiroc'h : yf.kvb@orange.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?