Salons ar bier ha roc'k n roll e Landerne

Agenda publié le 22/05/11 15:40 dans Langues de Bretagne par Eflamm Korneg pour Eflamm Korneg
https://abp.bzh/thumbs/22/22168/22168_1.jpg
Ur bannac'h po?

D'an 11 a viz Even e vo evit ar wech kentan e Landerne ur salons artisanal eus ar bier. Kement man 'aozet adarre gant komite skoazell Diwan Landerne. Adarre? Ya!Kar war stern Diwan e vez graet dija abaoe 13 vloaz ar foar b/vio. Diaes eo delc'her bep bloaz ar memes niver a visiterien er foar se. Se zo kaoz eo bet raksonjet ha sonjet kas da benn ur raktres nevez,hini salons ar bier artizanal.

Dibenn sizhun ar Pentekost e vo. Nag a draoù e vo lidet e pad an 3 devezh man. Diwan Lesneven 'ray he reuz,e Kawan e vo fest ar brezhoneg ha me oar me petra c'hoaz...Breman eo dav deoc'h lakaat koch d'an 11 a viz Foenn ivez. Adalek 10 eur e krogo an ebatoù hag ar plijadurioù. Un 10 breser bennaket eus ar vro a z/deuio an devezh pad betek 11 eur an noz. Estroc'h evit ar brudetan bier a vo.Breserien vihan a dost hag a bell a zeuy ivez da broposin o c'horev,deus ar re ne vent ket kavet er supermac'hadoù! Ha kaerroc'h c'hoaz ur stand gwin naturel a vo war blasenn ar Family e Landerne.

A-hed an deiz e vo ivez muzik da selaou adalek 3 eur.E mesk ar gwez gwrac'h sukr e vo staliet ur pezh leurenn,24 metr kare anezhi.Un taol lans da gentan gant strolladoù tud yaouank ar vro,kentoc'h rock ha punk 'vo klevet gante. Da 8 eur deus an noz e vo ur c'honsert gant 2 strollad a vicher pe dost. Fanch Pitou and the Dimitri orchestra, violons,buestr an diaoul ha souezhadennoù ha war lerc'h The Valstarz,ur strollad nerzus war al leurenn. Gant un anv e giz se int ganet sur evit senin er kreiz eonenn ar bier! Pep hini a c'hall mont d'o selaou war ar wriad.Da c'hortoz ho kweled stank e Landerne!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?