Arzourien gwriziennet er vro o kenderc'hel gant o hent, sioul, trankil ha brav
Deuet e oa Rozenn Talec gant Yannick Noguet e lise Diwan, a-drugarez da greizenn Glenmor aozet ganti un ti-annez evit ar c'houblad sonerien. Graet e vo e miz Meurzh un abadenn nevez, ha dont a raio er maez un eil bladenn ganto e miz Miz Even.
Kroget he deus Rozenn da grouiñ pozioù evit ar bladenn nevez. Mod-all deuet eo a-benn da genderc'hel gant he statud intermittant a-drugarez d'ar festoù-noz, gant meur a goublad, an hini brudetañ anezhañ a zo Taleg tad ha merc'h. Desket he doa da gentañ kanañ gantañ, pa oa dek vloaz, ha da c'houde e-pad ur staj c'hwech miz Stumdi e oa deuet a-benn Rozenn da gomz brav e brezhoneg.
Ha diriaou e sal oaled al lise e oa kontant-tre al liseidi gant ar fest-noz kinniget dezho ganti.
■