Roz Glas, Douar didoul : ar stourm o tont en dro ?

Compte rendu publié le 7/09/16 23:20 dans Environnement par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/40/40832/40832_1.jpg
flamanville 2016

« Echu eo gant maengleuzioù uranium », se oa soñj ar stourmerien a-enep ar COGEMA e bloavezhioù 1980-90.

Kevredigezhioù bodet e Breizh hag e bro C'hall a glask ingal lavarout d'ar gouarnamant eo erru poent da resisaat ar muzulioù radon, uranium, radioaktivelezh lec'hioù bet kontaminet gant an dour, pe gant douar deuet da vout lastez nukleel.

Meur a dra zo bet graet gante, met hir eo an hent, ha hir ar respontoù. Areva a respont ur wech an amzer, a bromet skarzhañ al lastez... Ha ret eo atav distreiñ, adpellgomz, bodañ an dud, a zeiz da zeiz.

Setu neuze, kichen al lec'hioù kontaminet e sav bremañ raktresoù nevez, raktresoù maengleuz ha ne vefent ket evit tennañ uranium, hag a zo tost-tre ... eus ar re gozh a veze implijet gwechall.

Neuze, evit stourm a-enep ar sekred nukleel e bro C'hall, ar meskaj etre an nukleel sivil ha nukleel an arme, e vez galvet gant an div gevredigezh da vont da Flamanville d'ar Sadorn kentañ a viz Here 2016 (voir notre article)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?