Rouedad konterien e brezhoneg : d'ar 04122022 e Landelo

Annonce publié le 20/11/22 19:24 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56417/56417_1.jpg
Kontet e vo goude merenn, gant ar berzhidi ha tud deuet evit ar filaj

Abaoe ur bloavezh bremañ e vez bodet an dud evit klask krouiñ ur rouedad, ha stummañ an dud evit ma vefent kad da gontañ marvailhoù e pep lec'h e Breizh, hag e brezhoneg

Devezh ar gonterien.rezed e brezhoneg e Landelo

Etre 10e ha kreisteiz : Emgav etre ar gonterion.rezed - ar re «a vicher», ar re anavezet kalz pe bihan, ar re ... war an hent - c'hoant dezhe reiñ un taolig lañs d'ar c'hontiñ e brezhoneg : eskemm soñjoù, skiant hag ampartiz prenet... Gouiet hiroc'h : F.Chauffin (fanny.chauffin@laposte.net) pe D. Carré (danielcarre@orange.fr).

12.00: Merenn doc'h taol evit perzhidi an emgav. Miret e lec'h a-raok an 2.12 r get Raok - Brezhoneg e Kreiz Breizh.

14.00 : Degemer ar publik er Presbital kozh. Endervezh «Ur wezh e oa … Kontadennoù e brezhoneg» aozet gant Raok-Brezhoneg e Kreiz Breizh. Leurenn digor d'ar gonterien.ezed. Kontadennoù evit an holl, bras ha bihan. Tavarn war al lec'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?