Rock and musette ba Langonnet : Taol Lañs liesliv

Communiqué de presse publié le 26/05/17 11:20 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Taol Lañs 2017 : gant «Tri O'vit dit» zo liseidi bet e Diwan, barrek evit seniñ treujenn gaol, sakso, hag un tambouliner fentus a ro d'ar strollad ur spered gouel, ar c'hoant da zañsal evit an Termajied o tont dindan un deltenn vras, gant ur spered un tamm doare Kusturica, an tog a dreuz war ar penn ha pep soner gant brikoloù... Gant ar ganerez e vez kanet sioul «Plac'h an dioul, diwall, diwall...» Hag e foñs he daoulagad glas, n'eo ket sur e vo ret diwall, just a-walc'h...

Gant ar strollad «Viviane Rope», se zo ur ganaouenn all. Ur c'haner, Ronan Soubigou ec'h anv, deus Mervent, a gan en un doare efedus traoù nerzhus, gant sonerien a oar tennañ eus ar gitar dredan sonioù dreist, ma vefe ur sonenn garantez pe destenn un den evel ar re all. «N'on ket kaner, na ziskaner, n'on ket ur biniaouer, n'on ket un tambouliner, n'on ket na barzh na skrivagner, n'on ket na gelenner, na studier, n'on ket un apotiker, n'on ket un aotrou Maer...» : gortoz a reer ur bladenn neuze, gant un nerzh mod-se, arabat chom kuzh, Viviane Rope...

Trugarez atav d'an Taol lañs evit bout dizoloet strolladoù a raio dazont sonadegoù e brezhoneg !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?