Ar Riegezh evel maouez
en danevelloù predenek o andon
Diwar-benn ar Riegezh -Flaith- evel maouez, evel rouanez peoc'hgar, eo e vo komzet amañ: Rigantona ar Gelted Kozh - Rhiannon mojennoù Kembre ha moarvat hor Riwannon, mamm da Sant Herve. Parez ha karez eo-hi, disheñvel avat, da zoueezed kelt all (Brigantia/Ana) hag indezeuropat all (Dêvi/Śakti). Zoken ma ouezomp mat ez eus anezho holl, an hevelep doueez, e tri stumm, teir c'hefridi ha tri live er «gealoniezh teirlodennek» (Le Roux- Guyonvarc'h).
Klasket e vo amañ tennañ gounid eus studiadennoù, pe eus troidigezhioù bet embannet endeo, a-benn klask sevel ur steuñv tro-dro d'ar riegezh evel maouez-rouanez; etre ur roue - Ri, kozh-kabac'h, direizh, digalon ha dic'houest da ren; un haroz -Nia, (re) yaouank, re vuanek evit derc'hel mat ar rouantelezh ha «perc'hennañ» ar riegezh, o lakaat evel-se ar gevredigezh, en arvar. Pep tra o vout e darempred, anat, gant ar Bed-All. El levr-mañ e vo kinniget studial ar roudoù a chom eus kement-se en hol lennegezh koshañ: al lennegezh predenek hec'h andon, pe vrezhonek, pe gembraek, pe c'hoazh gallek e ve. Dalc'homp soñj ne vez eus al lennegezh skrivet-se, peurvuiañ, nemet roudoù un hengoun kalz donnoc'h, o tont eus hol «lennegezh dre gomz», nemet aet da goll.
Livre en breton édité par l’IDBE - Ecrit par : Yann Duchet
Ce livre nous parle de la Souveraineté féminine celtique -Flaith-, spécialement étudiée dans les textes brittoniques : en gallois, breton ou ancien français. C'est de la Souveraineté pacifique dont il est ici question : Rigantoná - Rhiannon - Riwannon, entre deux rivaux, le vieux roi et le jeune guerrier, mettant ainsi toute la société en péril.
Format : 15 X 21 mm - 180p - Sortie prévue : Septembre 2018
Si vous désirez participer à la souscription du livre
‘RIGANTONÁ - RHIANNON – RIWANNON’
au tarif préférentiel de 17€ (au lieu de 20€) frais de port inclus. Pour cela, renvoyez votre nom et adresse accompagné d’un chèque à l’ordre de IDBE à l’adresse suivante :
IDBE, 16, rue de la Madeleine 22200 Guingamp- idbe.gwp@gmail.com – 0681875463
ou commandez directement sur notre boutique : (voir le site)
■