Resistanted holl !

Communiqué de presse publié le 9/08/14 13:43 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Herri ar Borgn ha Tristan an Nedeleg e Tachad ar Gomz An Oriant : strollad politikel, Aita, ne vern, poent eo stourm war bep dachenn

Ne oa ket bochad tud o selaou, siwazh. Koulskoude e oa aozet mat pep tra gant Iwan ar Rouz, prientet gantañ meur a daol grenn : Elza ha Rozenn, ar stourm evit ar brezhoneg, an armerzh hag ar brezhoneg.

Met interessant-tre e oa daoust d'ar sonerezh bagadoù a lake diaes an arvesterien evit selaou. Gwelout ur stourmer evel Herri, tremenet gantan ur vuhez en UDB, ha Bonedoù ruz bremañ, ha Tristan, unan eus ar re a zoug ar muiañ Aita, a oa ur blijadur hag un abeg ouzhpenn da stourm evit an holl dud e Breizh.

Ar re a gomz brezhoneg, ar re a stourm er skolioù, klasoù divyezhek, e radioioù, e kentelioù noz... hag o deus c'hoant komz bemdez e pep lec'h, en ti-post, en ti-gar, er gêr, er skol veur, gant ar mignoned, ... yezh ar vro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 6 ?