Remi Derrien enoret ba Kerien, ha strollad Gwerleskin da heul

Communiqué de presse publié le 31/01/16 10:58 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Da 3e goude merenn hiziv, enrolladenn Remi gant Armand e milin Kerchuz, «Nifl ar c'honifl», hag ur pezh c'hoari «Sal ar Gouelioù»

Aboae marv Remi oa bet skignet reportajoù Frañs 3 gant Remi kazetenner, Remi c'hoarier e strollad Penn ar bed, abadenn fentus Breizh TV gant Rozenn Milin... Ar wech-mañ oa bet klasket dielloù er radio, ha kavet ur reportaj divyezhek gant Remi o atersiñ miliner diwezhañ Kerchuz, Armand Penneg.

Brezhoneg ar vro, ha fent an daou gomper, dreist da selaou. Setu neuze ar pennad, deoc'h-c'hwi da vont da sellout ouzh an dresadenn vev «Nifl ar c'honifl», gant mouezh al lapin (Remi Derrien) ha mouezh ar wizi (Mona Bouzeg). Plijadur vo goude merenn ba Kerien, alken. Ha war lerc'h,pezh diwezhañ strollad Gwerleskin, sikouret gant strollad Kallag.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?