Rediet oc'h chom er gêr gant ar vugale ?

Annonce publié le 18/03/20 14:59 dans Media et Internet par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/50/50195/50195_1.jpg
Programmoù e brezhoneg war Brezhoweb.

Rediet oc'h chom er gêr gant ar vugale er sizhunvezhioù da zont ? Chomit sioul, Brezhoweb a ginnig deoc'h kantadoù a eurvezhioù e brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras.

Tresadennoù-bev e brezhoneg evel-just, met ivez C'hoarioù, mojennoù, heuliadennoù, magzinoù, programmoù pedagogel... Digoust eo, posubl eo sellout ouzh ar programmoù war lec'hienn Brezhoweb, hag e vezent istitlet e brezhoneg pe/hag e galleg hervez ar programmoù.

Tresadennoù-bev (adalek 3 bloaz)

C'hoarioù tele (adalek 5 bloaz)

Mojennoù, kontadennoù ha marvailhoù arall (adalek 3 bloaz)

Programmoù pedagogel (adalek 5 bloaz)

  • Brezhoneg Bemdez , un tañva d'ar brezhoneg (e galleg)
  • Troioù Lavar , Troioù-lavar brezhonek evit ober anaoudegezh gant spered ar brezhoneg ha pinvidikaat hor yezh
  • Ar Brezhoneg a gan , Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur (istitlet e galleg hag e brezhoneg)
  • Gwir Vretoned , Graet o stal d’ar c’hozh kaozioù war Breizh (istitlet e galleg)

Magazinoù (adalek 7 vloaz)

Heuliadennoù tele (adalek 8 vloaz)

  • Ene(z) , un heuliadenn nevez o tont deus Bro-Skos (istitlet e galleg)
  • Ken tuch' , ar sitcom farsusañ bet skrivet ha filmet e brezhoneg (istitlet e galleg)
  • Saga Brittia , ur serienn farsus evit dizoleiñ istor Breizh gant ar re o deus bevet an istor (istitlet e galleg)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?