Redadeg ; ur c'hlip digredus !

Communiqué de presse publié le 6/05/14 9:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Penaos e c'hell krediñ tud yaouank kemer mouezh arrozez brudet Walt Disney ? Abalamour d'ar redadeg, evel-just !

Brudet eo Mael Ha Perryn abaoe pell : gant «Allah's kanañ» da gentañ, gant «Kef Kef band», gant meur a strollad punk ha rock amañ pe e e Berlin, gant klipoù video leun a fent, gant ar fest aozet bep bloaz ganto evit kantadoù dud yaouank, lod brezhonegerien anezhe. Setu neuze un dra nevez savet ganto, dic'hortoz, leun a fent, evel tout ar pezh a vez graet gante.

Neuze, selaouit, ha krogit d' ober ar memes tra : kemerit traoù a vez klevet e galleg peurliesañ, hag aozit ur ganaouenn e brezhoneg ! Met grit buan : ar redadeg a grogo benn ... 18 devezh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?