Disul 17 a viz Even da 11 eur hanter e c'helloc'h gwelet film 26 minut Mikael Baudu war ar Redadeg 2012. Ur mennozh deuet eus Bro Euskadi evit lakaat ar yezh war wel hag evit gounid arc'hant da grouiñ traoù, da skoazellañ raktresoù a bep seurt tro d'ar yezh. Amañ e Breizh e vez aozet bep daou vloaz abaoe 2008. An hini ziwezhañ a zo bet redet ur miz 'zo e Breizh a-bezh : ouzhpenn 1.500 kilometr, tro 10.000 reder, kevredigezhioù, skolioù, embregerezhioù, dilennidi… An holl oc'h en em vodañ evit kas ar brezhoneg war-raok. Un darvoud fromus ha leun a startijenn hag a zo bet heuliet a dost gant Mikael Baudu, Arno Vannier ha Julien Abgrall.
Kinnig a reont deomp bevañ en-dro mareoù kreñv ar Redadeg o sellout ouzh ar film savet ganto.
■