Redadeg 2012 : aet int kuit !

Rapport publié le 12/05/12 22:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
redadegu.mp4

500 den asambles evit kregiñ gant avantur bras ar redadeg.

Heol splann hag avel yen, setu an amzer a oa hiziv e Brest. Aozadur direbech, daoust d'an troioù niverus a zo bet a-raok kregiñ gant an hent da vat.

Meur a sonenn ' zo bet skignet, gant tonioù Mark Kerrain, bugale Douarnenez, hini ofisiel gant Dom Duff. Ur brezegenn dispar a zo bet gant Lena, barzhoniel e leiz : an abadenn sportel-mañ eo ivez un digarez evit krouiñ testennoù brav, tonioù dispar.

Evit ar sportourien avat, ret e vo da re o doa poan pleustriñ un tamm c'hoazh : gwelet 'oa bet tud o kerzhout !

Lodenn prezegenn Lena : « Evit se e redomp hag e treuzkasomp en un doare arrouezel ar vazh-test, enni arrouez ur yezh a zo deuet betek ennomp goude 1500 bloaz. Redek 'pad an deiz e reomp, ha redek 'pad an noz, dibaouez. Dindan an heol e redomp, dindan ar glav e redomp, atav hon eus redet ha da viken peogwir ez omp tud pennek, peogwir emañ ar youl, ar yaouankiz ganeomp. Ya, ur mennozh dreist eo ar redadeg. Lavarout a reomp aze trugarez d'ar re o deus ijinet an darvoud-mañ, gourc'hemennoù d'an aozerien, komzomp brezhoneg bemdez : hep brezhoneg, Breizh ebet ».


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?