Re zo re, eme Vark Kerrain

Communiqué de presse publié le 26/01/14 23:32 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Goude komzoù Françoise Morvan e mediaoù Paris hag e Radio Arvorig, setu Mark o c'hervel an dud da respont asambles :

«RE ZO RE»

«Lennet pe klevet ho peus kaozioù Françoise Morvan diwar-benn ar brezhoneg e L'Humanité, Libération, Médiapart, Radio Arvorig, ha me 'oar petra c'hoazh, re he skoazellerien feal Mélenchon er skinwel, re Daniel Mermet e France Inter, re Eric Conan e Marianne, re un toullad perokeded all war o lerc'h, ... hep ankouaat Michel Onfray, barrek da dwitañ sotonioù evel un itron diboellet etre mogerioù un Elize pe un ego koeñvet bennak.»

«Ne skuizhit ket o klevout seurt azenerezh, gant tud ha n'ouzont ger ebet eus ho yezh hag a deu d'ober skol deoc'h ? Gwell a se ! Rak n'eo ket echu ar bloavezh 2014. Kement-se a bad abaoe ouzhpenn 10 vkloaz, gant ar memes tud, ha kenderc'hel a raio keit ma chomimp evel deñved mut da c'hortoz ar gontell emañ ar c'higero lemmañ.»

«Un dra a c'hallfemp ober : pediñ an arzourien,skrivagnerien, skolveuridi, kanerien vrezhonek, skiantourien a bep tu, da sinañ ur galv da lavarout ez eo skuizh ar vrezhonegerien hag ar re a labour evit ar yezh, gant ar seurt gwallvruderezh hag e c'houlennont digant ar bolitikerien disklêriañ o enebiezh ouzh ar gevier a vez kontet, ha sevel a-du gant Karta Europeat ar Yezhoù.»

«Ur galv? Daou c'halv! Unanevit an arzourien, unan all evit ar c'hevredigezhioù. Evel-se e c'hallo mignoned Morvan dibab etre reiñ o skoazell d'ho mignonez pe d'o yezh. Evel-just e c'hallfe ar c'huzul sevenadurel, ma n'eo ket peurvarv, kemer perzh un tammig.»

«Un dra all :lakaat ar Redadeg 2014 da huchal e pep lec'h a-hed an hent « Ro peoc'h d'ar brezhoneg, Françoise, ha serr da veg. » Kement-se a c'hall bezañ danvez ur genstrivadeg sevel kanaouennoù : 1000 euro d'an hini wellañ. An holl arzourien tomm ouzh o yezh a roio o skodenn

evel-just da skoazellañ ar c'hrouiñ en o yezh: neb a gar n'hall ket bezañ re dost ouzh e wenneien.»

«Marteze e kavo gwelloc'h renerien ar Redadegpediñ Françoise ha Jean-Luc da redek, war un dro gant o holl mignonedkazetennerien eus Marianne, L'Huma hag all, a c'hallo evel-se embann pennadoù a feson db ar Redadeg,

evel gwir gazetennerien, war al lec'h evit ur wech, hep perokediñ war lerc'h Françoise.»


Vos commentaires :
Pierig Ar Maget
Vendredi 27 décembre 2024
koll amzer, em'on-me...

Patrick Yves GIRARD
Vendredi 27 décembre 2024
Dav eo bihanaat levezon seurt istrogellezh-se nompas en ur respont dezhi d'he rein un tribun.

angèle Jacq
Vendredi 27 décembre 2024
Muioc'h -muioc'h e vo kaozeet deusouti, muioc'h muioc'h e gavo e tro dezhi kazetenerien da embanañ he geier… laosket enezhi da vont tamm-ha-tamm da goeo e toull bras an disoñj, deus lec'h eo dibosubl d'adtapañ en-dro an tu war c'horre !

Iffig Cochevelou
Vendredi 27 décembre 2024
da Vark Kerrain

Mat eo da vennozh : da c'houzout piv zo a-du (pe a-enep)gant FM ha Melanchon , souezhus ha kelennus 'vefe moarvat !


Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?