Re an tu all : pezh-c'hoari nevez ar strollad Tro Didro

Communiqué de presse publié le 24/11/13 11:58 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32091/32091_1.jpg

Er sal Cinedix dec'h, dirak arvesterien niverus, setu strollad Yann Fulub Dupuy o tiskouez e labour

Ul linenn wenn war al leurenn, etre Kêr-Izelañ ha Ker-Uhelañ. Ur brezel diabarzh etre daou diegezh, etre ur vaouez hag ur gwaz. Bloavezhioù 1970, mare ar Solex ha kanaouennoù pop er radio : Loic Jade, un tad strizh a glask desevel, e-unan, e verc'h Julia. En tu all d'al linenn, Laetitia gant perzh Camille, ar vamm, a glask desevel, hec'h-unan, he mab Alban.

Un doare leurenniañ “naturalist” un tamm, gant an daol war al leurenn, arrebeuriñ simpl, en ur vro a c'hellfe bezañ forzh pelec'h e Bro-C'hall.

Ur yezh labouret, kizellet, c'hoarierien yaouank, hag evit lod eus outo, ar wech kentañ dezho ober c'hoariva. Ul labour propr, ur grouidigezh gwir, hag istor ur sekred familh evel ma vez en ur bern familhoù.


Vos commentaires :
kris Braz
Vendredi 27 décembre 2024
Bloavezhioù 1960, Fanny ! (Tous les garçons et les fille 63, Biche o ma biche 65, bloavezhioù 60 oadvezh aour ar Solex. Brav-kenañ testenn ar pezh, gwir, ha propik-tre c'hoari an aktourien.

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?