Ramoneurs : un abadenn d'ar sul 15 a viz Eost b'ar c'hraoù ur peisant punk

Dépêche publié le 12/08/10 13:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19435/19435_1.jpg
a9hk1ho0qvdnou1q.mp4

Heol dirak ar c'hoop Breizh, festival etrekeltiek, straed ar porzh en Oriant. Laouen ar skipailh Ramoneurs gant Soig Siberil da sinañ ar bladenn nevez deuet er maez.

Ha setu Momo o tisplegañ pelec'h e vo an abadennoù o tont, goude 15 devezh vakansoù e kreiz an hañv (peseurt soner a c'hell ober seurt traoù e kreiz an hañv ? Int), setu ar gomperien o labourat start betek fin an hañv.

Gwelet et vo anezho e pep lec'h, gwelet int bet a-hed ar redadeg o kanañ gant ar vugale “Redek evit ar brezhoneg”e miz Mae. E pep kêr e veze klevet ar sonenn vrav a oa bet kompozet gant David ar Gall.

Emgav neuze evit an holl a blij dezho les Ramoneurs, ba Guiskriv, a-benn disul, er c'hraou, gant ul labourer douar “keupoñ” (punk), ha ret e vo skarzhañ kuit a-raok 8 eur, evit ma c'hellfe goro e saout !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?