Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell Diwan Bro ar C'hab ouzh ho pediñ da emvodoù foran evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 37 vloaz :
• E Ploeneg d'ar Meurzh 20 a viz Genver 2015, adalek 8 e noz
E preti kozh Daniel Ogor (e-tal parklec'h iliz ar bourk)
• En Eskevien d'ar Meurzh 27 a viz Genver 2015, da 8 e noz
Er sal liezimplij
Digoust
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Aozet eo an emvodoù-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Pontekroaz e Gwengolo 2015, e-barzh ar skol bublik gozh, straed al loreennoù.
Lusket e vo an emvodoù gant :
Anna-Vari Chapalain, renerez ar rouedad Diwan,
Sonia Zaoumi, karget a gefridi “diorren Diwan”
Erwan ar C'hoadig, Ofis Publik Ar Brezhoneg
An digarez ho po ivez da gejañ gant tud ar c'huzul skoazell ha gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ.
Titouroù a-zivout an emvod :
Kuzul skoazell Diwan bro ar C'hab : 06.63.51.81.35/diwan.capsizun@gmail.com
■