Raktres Skol Diwan Bro Landivizio : emvod foran

Communiqué de presse publié le 15/03/11 14:35 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Landivizio ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :

D'ar Meurzh 22 a viz Meurzh 2011

Da 8 eur 30 noz

Tavarn-preti « Le Styvel »

E Lambaol-Gwimilio

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

An digarez ho po ivez da gejañ gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ en un doare pleustrek o sevel ur c'huzul skoazell. Pal ar gevredigezh-mañ a vo kas war-raok ar raktres skol o vrudañ anezhañ gant sikour hag alioù tud servijoù Diwan.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi-karget a gefridi war an diorren-Diwan :

02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03/sonia.zaoumi@diwanbreizh.org

ha diwan.breizh@wanadoo.fr

Maryline Maguet, prezidantez ar c'huzul skoazell : 02 98 68 70 61


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?