Raktres maen-sonn Breizh 5/5 war dachenn «Traonienn ar Sent»

Communiqué de presse publié le 20/03/17 8:24 dans La réunification par Bertrand Nicolas pour Bertrand Nicolas
https://abp.bzh/thumbs/41/41922/41922_1.jpg
breizh 5 sur 5

Dre ma 'z eus bet savet ur c’henemglev asambles gant kevredigezh « Traonienn ar Sent », ez eus bet savet ur galv gant hini « Breizh 5/5 » a benn kavout arc’hant da sevel ur maen-sonn « Breizh 5/5 », hag a vo staliet en antre an draonienn e Karnoet (22).

Kizellet e vo e-giz-se ouzh ar maen-greun youl ar brasañ niver eus tud pemp departamant Breizh da welout Breizh adunvanet. Gant ouzhpenn 200.000 a dud e vo gwelet ar maen-sonn-se bep bloaz !

Koustañ a raio ar raktres-se 2.000 €, pa emañ kevredigezh « Traonienn ar Sent » o sikour « Breizh 5/5 » en un doare splann en ur brofañ ar maen-greun ruz. Evit labour ar c’hizeller ha staliañ ar maen en e blas e vo an arc’hant dastumet.

75 % deus an arc’hant klasket a zo bet dastumet hiriv an deiz. Neuze, degasit dimp ho sikour buan a-walc’h ma fell deoc’h kemer perzh en avantur bras-se.

Titouroù evit sikour ac’hantaouiñ ar maen-sonn a zo war lec’hienn ar gevredigezh :

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?