Raktres digeriñ ur skol Diwan e Bro Landivizio : krouidigezh ar c'huzul skoazell

Communiqué de presse publié le 15/02/11 9:02 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan o kelaouiñ ac'hanoc'h ez a war-raok ar raktres digeriñ ur skol Diwan e Bro Landivizio. Darempredoù hon eus bet gant familhoù dedennet gant ar raktres-mañ hag evit mont pelloc'h e pedomp anezho hag an holl re o deus c'hoant da gemer perzh ha da sikour, d'an emvod a vo aozet e Landivizio, d'ar Meurzh 22 a viz C'hwevrer, da 8 e 30 noz e sal 4 ar greizenn Yves Quéguiner. Ar pal a vo eskemm war ar raktres ha sevel obererezhioù pleustrek evit kas an traoù war-raok.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?