«Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et haute Cornouaille»
Frañsez Vallée a voulc'has, setu bremañ ouzhpenn kant vloaz 'zo, ul labour divent dastum gerioù ha troiennoù. A-drugarez d'e furchadennoù ha d'ur rouedad kenskriverien feal en deus strollet ha studiet kantadoù a c'herioù rouez, dibaot ha talvoudus.
Treuzkas a ra dimp ur yezh vev ha pinvidik a veze graet ganti gant brezhonegerien ar vro e penn kentañ an XXvet kantved.
Al labour hep e bar ha prizius-se a zo bet graet a-hed degadoù a vloavezhioù. Ouzhpenn 3000 follennad dornskrivet a oa chomet war e lerc'h, diembann betek-henn hag a zeu er gouloù a-benn ar fin.
Diskouez a ra sklaer pegen pinvidik eo bet ar yezh ha pegen aes e veze lakaet, gant ijin, ar yezh da glotañ, gant an teknikoù modern hag ar vuhez pemdeziek, hep ankounac'haat ar fent hag an troioù-lavar niverus. Gouzout a rae Frañsez Vallée pegen pouezus oa mirout dre skrid ar pezh a c'helle mont da get bep ma varve ar vrezhonegerien.
Pep hini a c'hello bremañ dizoloiñ pe addizoleiñ an teñzor-se, zoken en tu all da harzoù Treger ha Goueloù: yezhourien, klaskerien, studierien, konterien ha kement hini dedennet gant ar brezhoneg. Ouzhpenn dastum gerioù en deus keñveriet Frañsez Vallée anezho ivez gant stummoù all e Breizh a-bezh hag a-wechoù gant ar c'hembraeg pe zoken ar c'herneveureg.
Rakprenañ al levr evit tennañ gounid eus :
- ur priz izeloc'h: 35¤ (+ 5¤ mizoù-kas) betek an 12 a viz Eost 2014, e-lec'h 42¤ (+ 7¤ mizoù-kas)
- moien 'zo dont da dapout al levr e burev Kuzul ar Brezhoneg evit gounid eus priz ar mizoù-kas
- anv ar rakprenerien a vo meneget el levr ma fell dezho
19 x 24,6 cm • 600 p. • ISBN 978-2-916835-57-0 • Gwriet, gourem, sined • Da zont er-maez e miz Gwengolo.
Muioc'h a ditouroù: (voir le site)
Kuzul ar Brezhoneg, 14 rue du Muguet/Louzaouenn-an-Hañv 22300 Lannion/Lannuon. 02 96 48 03 00 / kab@brezhoneg.org
■