Queen Mary 2 : war-zu New-York !

Agenda publié le 26/06/17 14:22 dans Mer par Yann Lukaz pour Yann Lukaz

Kalz a vrud zo bet graet tro-dro d’an darvoud-mañ dre vediaoù, e pep lec’h. Ha gwir eo e oa brav, brav-kenañ mont kuit ar mordreizher brudetañ er bed-a-bezh ! Pa weler anezhañ n’eus ket da faziañ : anavezet eo diouzhtu ! Ur vag hep-he-par emañ-hi. Lakaet eo bet d’ober eur redadeg a-enep peder vag-dre-lien , a vez graet anezhe « bag tri gouc’h ». Eur redadeg meurvorel istorel, ha ne c’heller keñveriañ ouzh hini ebet all, etre Sant-Nazer (Breizh) ha New-York (Stadoù-Unanet) ! Soñjit’ta kentoc’h : ar c’heflusker a-enep d'an avel !

Erruet e oa ar vag d'ar sadorn e Sant-Nazer, gañti peder fourgadenn (USA, UK, bro Alamagn, bro Iwerzhon, bro Frañs). Primauguet eo añv fourgadenn ar morlu, diwar Herve a Borzvoger (1470 – 1512). Da ziwall diouzh ar splujererezioù eo bet savet ar fourgadenn-mañ.

War un ton braz

Gouel braz zo en dibenn-sizhun-mañ e Sant-Nazer. Gwelet eo bet ur c’harr-nij brudet ivez, an Airbus A380, o c’hournijal a-us d’ar vag Queen Mary 2. N’eo ket boutin kêr Sant-Nazer, tamm ebet. Ur chanter sevel-bigi zo (Queen Mary zo bet savet amañ e 2004), un uzin o kemer perzh er sistem Airbus zo ivez. Birvidik ha pinvidik eo deuet da vezañ ar gêriad, er mare a-vremañ (stalioù a-bep-seurt zo o vleuniañ, ar pezh n’e oa ket gwir pemzek vloaz zo)…

Liammet eo istor Sant-Nazer ouzh brezelioù an ugentvet kañvet. N’eo ket re anavezet e oe Sant-Nazer al lec’h diwezhat da adkavout e frankiz, d’an 11vet a viz Mae 1945 (tri devez goude dilost ar brezel e Berlin) ! N’eo ket re anavezet ivez pegen pouezus e oe ar porzh e-pad ar brezel pevarzek, pa zigase ar vigi amerikan o danvez evit an armeoù ouzh an talbenn. E 1917 e oa. Er bloazh-mañ e c’heller gwelet un diskouezadeg a fotoioù istorel e straedoù Sant-Nazer, diwar-benn ar mare-mañ.

E 2017, dañjerioù nevez zo c'hoarvezet, hag a zo evit padout, kredapl braz. Rak ar sponterezh a-vremañ, n'e vez ket posubl mont war toenn bon ar splujerezioù ken. Siwazh!

Hirio eo deuet kalz a dud, re vraz ha re vihan, hag int laouen, peoc’hus, da saludiñ RMS Queen Mary 2 (RMS o talvezout kement ha Royal Mail Ship). Sellit ouzh ar fotoioù kentoc’h ! Trizek anezhe, tennet tro-dro da c’hwec’h eur hanter d’abardaez, eus an draezhenn dreist-holl, ha choajet evidoc’h. Brav e oa pa lâran mat…Plijadur evit an holl !

Evit gouzout hiroc’h : (voir le site)

Notenn : gerioù modern diwar ar geriadurioù pouezhusañ e sevenadur Breizh a-vremañ. Ma tiskoachfe Yann lenner fazi pe fazi em yezh, e c’hellfe skrivañ din dre va chomlec’h ABP war-eeun. Trugarez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?