Prosez e lez-kastiz evit ur stourmer eus strollad Ai’ta ! d’an 23 a viz C'hwevrer e Gwened

Communiqué de presse publié le 18/02/16 17:09 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/39/39596/39596_1.jpg
Ai'ta

D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer tro 4 e 45 d’enderv e vo barnet ur stourmer eus strollad Ai’ta ! e lez-kastiz Gwened. Tamallet eo da vezañ kemeret perzh en un oberenn arouezel evit sevel a-enep politikerezh Skol-veur Kreistez Breizh evit ar brezhoneg. Disammet ‘oa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek an Oriant e Miz Eost 2015.

Da heul an oberenn e oa bet savet klemm gant ar skol-veur evit lareroñsi. A-drugarez d’an trouz diwar ar c’hlemm-mañ, e oa en em gavet hor strollad gant prezidant Skol-veur Kreistez Breizh, Ao. Jean Peeters, a-benn eskemm war stad ar brezhoneg e skol-veur ar Mor-Bihan.

E-pad an emgav e oa bet savet kinnigoù pleustrek war meur a zachenn gant an dud o doa kemeret perzh ennañ ( Ai’ta !, Rannvro, Skol-Veur) : panellerezh divyezhek e kampusoù skol-veur (Gwened hag an Oriant), kreskiñ niver a eurioù brezhoneg kinniget evel danvez dibab diret gant sikour ar rannvro ha lakaet ‘oa bet ar gaoz war ur raktres aotreegezh kelenn divyezhek e Breizh. Engouestlet en doa Ao. Jean Peeters tenniñ klemm ar skol-veur

Koulskoude e vo ur prosez e lez-kastiz Gwened d’an 23 a viz C’hwevrer met hep ar skol-veur evit monet da gevrenn keodedel. Divizet en doa prokulor ar Republik derc’hel gant ar goulenn kastizañ.

War ar memes tro eo ret sevel al liamm etre ar prosez-se hag ar raktres-lezenn diwar-benn ar yezhoù minorelaet bet korbellet er Vodadenn Vroadel d’ar 14 a viz Genver. Un doare da vont war-raok goude nac’hadenn ar senedourien d’an 28 a viz Here da votiñ al lezenn evit gwiriekaat karta Europa ar yezhoù minorelaaet e oa ar c’hinnig lezenn-se. Korbellet eo bet an destenn gant ar strollad sokialour diwar goulenn ar gouarnamant.

Diskouez a ra splann ar prosez-mañ ivez enebiezh ar Stad hag ar gouarnamant a-enep ar yezhoù bihan ha d’ur gwir demokratel meneget e karta Europa yezhoù bihanniver (promesa Nn 56 an danvez prezidant Hollande e oa e gadarnaat..) hep kontiñ kaoz eus Karta an UNESCO war al liesseurted sevenadurel sinet gant ar Frañs e 2005 hag evel-just nann doujet.

Difennet e vo ar stourmer gant ar breutaer a Naoned, Yann Choucq, arbennigour war gwirioù ar minorelezhioù broadel en Europa ha stourmer politikel evit gwirioù ar pobloù. Ur mennad zo bet votet a-unvouezh gant Kuzul Sevenadurel Breizh d'an 13 a viz C'hwevrer evit difenn tamallad Ai’ta dirak al lez-varn.

E prosez ar stourmer e vo ivez, Paul Molac, kannad ar Mor-Bihan, Lena Louarn, besprezidantez e-karg eus ar yezhoù Breizh er rannvro, ha Jean-Michel le Boulanger, besprezidant e-karg eus ar sevenadur hag ar c’hehentiñ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 2 ?