Prizioù Dazont ar brezhoneg

Agenda publié le 22/03/17 13:47 dans Langues de Bretagne par Patrick Lecat pour Patrick Lecat

Ar bloaz mañ e vo roet Prizioù ar brezhoneg d'ar Gwener 24 a viz Meurzh e Lannuon.

Al lid en defe dleet bezañ dalc'het e Sant-Nazer ar bloaz paseet dija met pennrenerezh France-Télévision a zo bet a-enep war zigarez an dilennadegoù rannvroel dalc'het e penn-kentañ miz Kerzu. Ar bloaz-mañ adarre e voe dibabet ul lec'h all (hag un deiziad all) da geñver 20vet deiz-ha-bloaz ar Prizioù krouet e Lannuon e 1997. (1)

Rener an abadennoù brezhoneg en doa roet din da gompren e vefe dibabet S. Nazer e 2018 met netra zo divizet c'hoazh o vezañ ma 'z eo bet cheñchet a-grenn aozadur France 3 Bretagne. (2)

Evel ma ouzit ivez omp boas d'en-em vodañ bep bloaz etre brezhonegerien (ha pas-brezhonegerien) en un ostaleri e kêr evit arvestiñ ouzh gouel ar Prizioù skignet war ar skinwel. (3)

Ar bloaz paseet hor boa tizhet 50 den o kemer perzh, biskoazh kement all !

Kendalc'homp war an taol lañs-se !

Dre ma 'z eo pouezhus tre hor emvod e vefe din gwelloc'h gouzout en a-raok pet den e vimp !

Krediñ a ran eta goulenn diganeoc'h kerkent ha bremañ pet den a vo gouest da vont d'an emvod :

D'ar Sadorn 25 a viz Meurzh 2017 da 10 h 45 e Bar Hu'lo,

31 straed ar C'homandant Charcot (e-kichen an Hôtel de la Plage) e Sant-Mark-war-Vor da geñver skignadenn gouel ar Prizioù, prizioù Dazont ar brezhoneg war France 3 Breizh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 2 ?