Priz lennegel brezhonek

Communiqué de presse publié le 24/05/11 15:42 dans Langues de Bretagne par Yann An Aod pour Yann An Aod
https://abp.bzh/thumbs/22/22183/22183_1.jpg

Ur priz lennegel brezhonek nevez !

Ur priz lennegel a vo deroet, da geñver Saloñs al levrioù e kêr Gwened, d'un oberenn skrivet e brezhoneg hag embannet e-kerzh ar bloaz 2010.

Ken puilh eo bet ar c'hasadennoù levrioù gant an embannerien m'eo bet rediet ar juri (pemp den zo anezhañ) d'ober ur rakdibab. Chomet ez eus seizh oberenn war ar renk, danevelloù ha romantoù anezho,

Kan ar mein Mich Beyer An Alarc'h

Traoù kouer Herve Bihan Al Liamm

Sonata in E. Minor Kristian Brisson Mouladurioù Hor Yezh

Kergelenn Herve Gouedard Al Liamm

Ar marc'h glas Riwal Huon Al Liamm

Buhez prevez Lola P. Maïwenn Morvan Emgleo Breiz

Ar gitar tredan Jakez-Erwan Mouton An Alarc'h

Diouzh o lenn en em laka war-wel awen hag ampartiz hor skrivagnerien evit brasañ plijadur o lennerien. D'an 19 a viz Even e ouzimp piv e vo ar c'hentañ loread deus ar priz lennegel nevez aozet gant tud ti-kêr Gwened.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?