Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale : deadline d'an 12 a viz Mae 2014

Communiqué de presse publié le 9/02/14 13:30 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32860/32860_1.jpg

Goude dek vloaz Priz ar Yaouankiz, kazi kant levr embannet, 7 000 lenner yaouank abaoe 2005, aet eo war raok al lennegezh evit ar yaouankiz e brezhoneg. Strivoù a chom d'ober eta evit ar skrivagnerien, an difazierien, kelaouiñ mat ar gelennerien hag ar skolaerien...

Setu, emañ ar gevredigezh Fea o prientiñ ar Priz, hag e vank, evel pep bloaz, skridoù, ha dreist-holl evit Priz ar Vugale (skridoù berr, 6 pajennad, 12 000 sin, ur bugel 8/10 vloaz e kreiz an istor...). Kaset oa bet tri anezho, pevar all a zo bet prometet (ur PAV evit 6 PAY). O c'houzout e vez gwelloc'h kaout 20 skrid evit ma vefe pinvidikoc'h ar c'hinnigoù evit al lennerien, e vank ... 13 skrid. Neuze, klaskit mat, sur a-walc'h e chom en un diretenn bennak un istor, pe e korn hoc'h empenn skrivagner un dra ho pije c'hoant da skrivañ evit duañ ho skramm pe ho tamm paper.

Aozet e vo e bro Kemperle un ti -annez (28-29-30/4) evit ar skrivagnerien, asambles gant skrivagnerien ha tresourien bandennoù treset. Trugarez da lavarout deomp ma vefec'h dedennet. Ur Priz all a vo ar bloaz-mañ evit ar bandennoù treset : ur bajenn da dresañ evit ar poent. Kaset e vo deoc'h titouroù oall diwezhatoc'h.

evit kas ho skridoù : afea@laposte.net

Priz ar Yaouankiz : 40 000 sin (etre 35 000 ha 45 000)

Priz ar Vugale : 12 000 sin (etre 11 000 ha 13 000)

War ar foto : Janik Baillot, Mael Poulossier, Gwenn Audic, Mai Ewen, Maiwen le Verge, Ewen Jacq, deuet da zifaziañ o skridoù gant Corinne ar Mero.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?