Priz ar Yaouankiz 2010 : Kest hag Evit sikour Eleonor dibabet gant ar re yaouank

Rapport publié le 7/06/10 18:37 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18578/18578_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18578/18578_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18578/18578_3.jpg
g76vudq8t358cr30.mp4

Lise Karaez, leun chouk ar sal 112, pemp skrivagner, ur c'helenner, Mark Masson, hag ur strollad liseidi aketus.

Kontet oa bet dezho istor ar priz ganet e 2004 war intrudu ar gevredigezh fea, ha gant sikour ar C'Huzul meur Penn ar bed, ar Renerezh Yaouankiz ha Sportoù, ha gant an ti-embann Keit Vimp Bev. E c'hwec'h bloavezh e oa bet embannet 52 levr, 13 titr evit re ar c'hentañ derez (CE2/CM2) ha 39 titr evit ar re a zo e skolaj hag el lise. 750 vot, 10 skolaj ha lise, deus Kemper, Lesneven, Plijidi, Gwened, Ar Releg, Brest, Gwiseni... o deus dibabet ar re o deus plijet dezho ar muiañ.

Levrioù evit ar baotred ? Kizidikoc'h eo ar merc'hed ? Daneveloù a blij dezho : «n'eo ket ken hir da lenn, aesoc'h eo evit heuliañ an istor ...»/ Met memestra eo romant Kristian ar Braz a zo bet trec'h, gant tost 62% eus ar votadegoù. Evit ar skolajoù eo un istor faltaziek gant un arrozez o erruout war skramm urzhiataer ur Geek a zo bet dibabet (44% eus ar votadegoù).

Displeget e oa bet en un doare brav e oa ret «krediñ skrivañ» gant Riwanon Kervella. «Tud zo e pep lec'h e Breizh a c'hell sikour ac'hanoc'h da zifaziañ ar yezh, met ar pep pouezusañ eo kontañ istorioù brav, rein boued da vezañ lennet d'ar re all ... e brezhoneg».

Setu an disoc'hoù

Priz ar Yaouankiz ar Skolajoù (6vet/pevare)

1- Evit sikour Eleonor, Yann-Fañch Jacq

2- Abati an Aon, Pierre-Emmanuel Marais

Priz ar Yaouankiz al Liseoù (trede/lise)

1- Kest, Kristian ar Braz

2- Un, div, teir, Awen Kerin


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?