Priz ar Vugale : pevar levr da lenn gant ar re CE2 CM2

Communiqué de presse publié le 9/10/16 11:03 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E saloñs al levrioù e vo prest ar pevar levrig Priz ar Vugale, skrivet gant Myriam Guillevic (pennad kentañ en enrolladenn a gevret), Marie-Françoise Castric, Laurence Lavrand, Pierre-Emmanuel Marais.

Penaos kemer perzh gant ho klasad ? O lakaat hoc'h anv e Keit Vimp bev dre bostel pe dre lizher. Mod-se ho po ar pakad da gas en dro d'ar skol war lerc'h. Goude c'hwec'h miziad lenn gant ho klasad, e c'hell ar vugale votiñ evit o levr muiañ karet. Hag ar skrivagnerien a vo laouen d'ho kwelet. Pierre Emmanuel kentoc'h e bro Naoned, Myriam e bro an Oriant ha Gwened, ha Laurence e bro Kemper.

Tri istor hanter faltazius hanter gwir (korriganed, tud kevrinus e kreiz Paris...) hag unan tost ouzh ar bed gwirion gant Gaza ha bro Euskadi...

Al levrioù :

- Prizoniad ar gorriganed, Laurence Lavrand ;

- E kef ar wezenn velen, Myriam Guillevic ;

- Gaza, Pierre-Emmanuel Marais ;

- An tad eizh brec'h, Marie-Françoise Castric.

Embanner : Keit Vimp bev, Laz

Evit lakaat hoc'h anv, ha gouzout penaos gourc'hemenn anezho, sellit ouzh ar pezh stag.

■0

Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?