Priz ar Vugale : aet eo ar maout gant

Dépêche publié le 24/06/11 21:18 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22502/22502_1.jpg

Gant div skolaerez, an holl liveoù ganto ha gant ur skoazellerez a Gatalunia e oa bet degemeret tri skrivagner Priz ar Vugale. O labourat en ur skolaj e oa Yann-Fanch Jacq digwener. Mat e vije bet dezhañ bout aze koulskoude...

Kroget e oa an abadennig e savadur «Aljeco» kozh ivez, met leun a vuhez en diabarzh, posterioù, kaieroù «lennegezh» treset ha livet brav gant ar skolidi. Goulennoù a bep seurt savet gant ar vugale ouzh an tri skrivagner deuet da welout anezho. Setu un nebeud respontoù graet gant ar skrivagnerien.

- Pegoulz 'peus kroget da skrivañ ? Er bloaz paseet, goude ur staj gant Stumdi, hag evit pleustriñ gant ar brezhoneg. Plijour a ra din kalz lenn, hag ar c'hleñvedoù spered, eme skrivagnerez «Bleunioù e-leizh».

- Pet levr ho peus skrivet ? N'ouzon ket re... Dek, pemzek ? Barzhonegoù, pennadoù a zo bet embannet e kazetennoù evel Al Liamm, pe Brud Nevez, ... eme Jakez-Erwan.

- Peseurt levr eo, hervezoc'h, an hini gwellañ e-touez an holl re ho peus skrivet evit ar youankizoù ? «Katrina», a respont Jakez-Erwan, «An tri fenn melegan» ha «Nedeleg laouen» a ouzhpenn Mai-Ewen.

Bugale aketus ha gouest da ezteurel o soñjoù. Laouen-kenañ e oa ar skrivagnerien o welout penaos oa bet lennet o levrioù.

Votet oa bet gant 100 bugel eus 9 skol (6 skol Diwan, 2 skol bublik, 1 skol brevez). Aet eo ar maout gant Yann Fanch Jacq («an dilojañ»), heuliet a-dost (ur vouezh diforc'h) gant Mai Ewen («Me Nana Marina». An trede plas a zo aet gant «D/Tangi hag ar merien» (Jakez-Erwan Mouton) hag ar pevare hini gant «Bleunioù e-leizh», skrivet gant Delphine Primault.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 5 ?