Prezegenn war ar Maen Log : an destenn

Communiqué de presse publié le 23/07/14 21:34 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Setu testenn prezegenn drouizh meur Breizh, disul paseet :

«Prezegenn war ar Maen Log 2014

Hebarc'h dileuridi a Gembre, Hebarc'h Barzhez Veur ha dileuriad ker a Gerne Veur, Breudeur ha C'hoarezed, mignoned ha mignonezed. degemer mat d'an holl da geňver ar C'hoursez Digor en deiz a hiziv.

Saludiň a ran an intron Lena Louarn, isprezidantez Kuzul Rannvro Breizh e karg eus Yezhoù Breizh. Gwall laouen omp hiziv o tegemer ur wir stourmerez kement hag un dilennadez youlet-mat da gas waraok an danvez bet fiziet enni. Fellout a ra din saludiň ivez hor mignonez ha c'hoar eus ar C'hoursez, Mona Bras hag a zo ivez, vel ma oar an holl un ezel oberiant eus Kuzul Rannvro Breizh. Me garfe trugarekaat ac'hanoc'h ho taou evit an enor skuillet warnomp gant pennadurezhioù uhel ar C'huzul.

Fellout a ra din menegiň ha saludiň unan all eus ho kenvreudeur ha n'emaň ket amaň, an aotrou Jean Michel Le Boulanger an hini eo, isprezidant Kuzul Rannvro Breizh evit ar respont dispar graet gantaň d'an aotrou Jean-Marc Ayrault hag a fell dezhaň soubaň Breizh en ur podad drailhoù-moc'h eus Le Mans evit fardaň ur rannvro faos, chimik ha divlaz hag a rin me anezhi « la Région Bordeau-Chesnel . Degas a rin da sonj an ao. Jean-Marc Ayrault lugan ar vruderezh : « Nous n'avons pas les mêmes valeurs ».

Degas a rin da sonj dezhaň ivez abalamour da betra oa bet staget Naoned ouzh Angav e doug ar brezel-bed diwezhaň : abalamour ma oa eno ur renadurezh eus ar Wehrmacht hag ivez abalamour ma oa aesetoc'h ouzhpenn labour ar polis ! Arguzennoù iskis n'o deus netra da welet gant diazezoù ar Republik. Un nebeut goulennoù hon eus memes tra d'ober ouzh an Aotrou Ayrault :

Digant piv e ranko ar Vretoned goulenn an aotre da zifenn o yezh hag o sevenadur er rannvro moc'h ha marc'h a fell deoc'h sankaň deomp ?

Peseurt banniel a vo lakaet da nijal war hon tiez-ker e tal an triliv ha banniel Europa ?

Peseurt banniel ivez war plakennoù hor c'hirri tan ?

Petra teuio da vezaň ar Point.bzh evit hor chomlec'hiou, ur raktres bet skoazellet gant ar Rannvro ?

Piv a vo e karg eus aferiou ar mor hag ar vartoloded ?

Breizh n'he devezo ket mui zoken ar gwir da vezaň ur wir rannvro met un isrannvro ha tra ken. Adsevel a ra Jean Marc Ayrault a benn ar fin ar pezh a veze anvet Marziou Breizh er Grenn Amzer. Pebezh spered arnevez, vat !

Kredit lavaret, aotrou Ayrault, asamblez gant ho kenseurted evel an impalaerien frankeg araozoc'h : « Aon hon devez rak ar Vretoned rak n'int ket Fransizien e gwirionez, prest int da zilezel Bro-C'hall. Aon hon devez rak ar Bonedoù Ruz pa nac'hont ma vefe sammet Breizh gant taillou war an henchoù bras ».

Aon ha disfiziaňs o vagaň ho sorc'hennoù hepken : n'eo ket sirius tamm ebet. Ne glot ket gant kalite unan hag a zo bet kentaň ministr !

Evit gwir emaň ivez Jean Marc Ayrault o klask plasoù nevez evit teuler revr tudjentil evel an ao Auxiette e kenkaz vefe hennezh dilabour rak n'eo ket sur tamm ebet o defe ar broioù tro war dro ezhomm anezhaň ma vefe didroc'het ur wech c'hoazh kartenn ar rannvroioù. Saving Private Auxiette ! Asinus asinum fricat !

Goulenn a ra Goursez Breizh ma vefe doujet da volontez ar bobl : hervezh ar sontadeg goulennet dek devezh'zo gant ar gevredigezh Breizh Unvan, 55 dre gant eus an holl Vretoned a sav a-du gant Breizh Pemp departamant, ha nemet 6 dre gant evit ma vefe kemmesket Breizh gant ar Pays de Loire, 8 dre gant e miz ebrel, war zigresk emaň ar savboent-se neuze.

Goulenn a ra ar C'hoursez ma vefe nullet an amantamant Da Silva, hennezh o reiň kement a bouez da ali ur rannvro o koll un departamant ha da alioù an departamant e unan hag ar rannvro ouzh e zegemer. Ret e vije ouzhpenn dont a benn da vodaň tri fempved eus ar mouezhioù e barzh an tri c'huzul e kont. Kazi dibosupl da seveniň, setu un amantamant hag a vir ouzh an traou da vont waraok !

A enep tout an troidelloù-se e c'houlenn ar C'hoursez ma vefe goulennet o ali dre referandom digant tud al Liger Atlantel koulz ha digant re an departamanchoù all a Vreizh.

Daoust hag en defe an tu kleiz aon rak ar bobl ?

Delc'her a raio ar bobl da sevel e vouezh pelloc'h, koulskoude. »


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?