Prezegenn : “Perak ha penaos bezañ Breizhat ?”, gant Rozenn Milin

Communiqué de presse publié le 26/04/16 23:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/40/40067/40067_1.jpg
rozenn milin 2016

Da-heul al levr «Questions d'identité, pourquoi et comment être Breton ?», bet skrivet ganti, e kinnigo deomp Rozenn Milin prederiañ war an identelezh.

Evit se e kemero harp war an testenioù he deus dastumet digant 19 den brudet hag an eskemmoù gant ar sal.

Yaou 28 a viz Ebrel e 8e30 noz, sal liezimplij Plougin.

Ganet eo Rozenn Milin e 1960 e Bro-Leon. Goude bezañ studiet an Istor e labour e bed ar c’hleweled, e Breizh kement hag e Bro Gembre. E 1998 ez eo anvet e penn ar chadenn TV Breizh. Karget eo eus ar raktres Sorosoro, evit an Diazezadur Chirac, e 2006. Pal ar raktres-se eo harpañ ar yezhoù en arvar dre ar bed.

Aozet gant kumun Plougin ha strollad lec’hel ar Redadeg


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?